Loeiza Savoia (1476-1531)

Ur pennad Loeiza Savoia zo ivez.
Loeiza Savoia
Delwenn e Pariz
Loeiza Savoia o terc'hel ur stur, arouez he rejantiezh

Loeiza Savoia (1476-1531) a oa mamm Frañsez Iañ (Bro-C'hall), Roue Bro-C'hall.

Merc'h e oa da Fulup II Savoia, dug Savoia, lesanvet an Dizouar, ha d'e bried Marc'harid Bourbon (1438-1483), merc'h da Charlez Iañ Bourbon, dug Bourbon, ha da Agnès de Bourgogne. Pa varvas he mamm e voe fiziet en he moereb, Anne de Beaujeu, merc'h da Loeiz XI, Roue Bro-C'hall, rejantez Bro-C'hall ; ur skouer e voe Anne de Beaujeu evit Loeiza Savoia.

E 1488, pa oa 12 vloaz, e timezas da Charles d'Orléans, Kont Angoulême, ha daou vugel he doe :

Intañvez e voe Loeiza Savoia d'an oa a 19 vloaz. Gouestlañ a reas he buhez da zesevel he bugale, gant skoazell he c'hofesour Cristoforo Numai, eus Forlì, (Italia).
Fellout a rae dezhi prientiñ he mab, he C'haesar muiañ karet (César bien-aimé), da vezañ roue rak mab ebet n'en devoa ar roue Loeiz XII.

Dre ziv wech e voe rejantez e-kerzh brezelioù he mab karet :


Developed by StudentB